Milion

Eus Wikipedia

Ur milion [miˈliːõn] (1 000 000) eo an niver a deu war-lerc'h nav c'hant naontek mil ha pevar-ugent nav c'hant naontek ha pevar-ugent hag a-raok unan hag ur milion . Talvezout a ra kement ha mil mil, pe mil miliad.

Yezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit ar yezhadur n'eo ket un niver eo ar ger milion, hag abalamour da se n'eo ket heuliet gant un anv-kadarn unan evel an niveroù, met gant un anv-kadarn el liester: ur milion a dud, daou vilion a euroioù.

Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Il Milione eo anv levr Marco Polo diwar-benn e veaj da Sina, un anv deuet eus ul lesanv a veze graet, a-hervez, eus Polo abalamour d'e gontadennoù diwar-benn pinvidigezhioù diniver.

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]